Ar Felibrige (Lo Felibritge en doare-skrivañ okitanek klasel, Lou Felibrige e doare-skrivañ Mistral, distaget [lu feliˈβɾidʒe]) zo ur skol lennegel hag ur gevredigezh sevenadurel savet gant Frédéric Mistral ha skrivagnerien all evit difenn ha brudañ ar yezh hag al lennegezh okitanek. Pouezet e vez kalz er gevredigezh-se war an disheñvelderioù a zo etre ar rannyezhoù okitanek. En he fenn e vez dilennet ur c’hadoriad, anvet “capolièr” (capoulié).
Amsklaer eo orin ar ger “felibrige” ; lavaret a reer e teu eus ur ger felibre, ur ger provañsek a dalvezfe kement ha “diskibl”.
Da gentañ e voent o labourat evit yezh Provañs ha buan e teuas war wel disoc’h o strivoù e Provañs koulz hag e broioù okitanek all, ma voe heuliet o skouer gant skrivagnerien all adalek dibenn an XIXvet kantved.
Ar Felibrige, bremañ, a zalc’h da zifenn ha da vrudañ an okitaneg hag e sevenadur ha da stourm evit gwirioù ar yezhoù bihanniver er C’hwec’hkorn. Bez’ eo unan eus an daou strollad bras a labour en holl vroioù okitanek, e-kichen an Institut d'Estudis Occitans abaoe 1945.
4 a viz C'hwevrer : embannet he deus kentañ ministr Zeland-Nevez e vo hiviziken un devezh-gouel dilabour ouzhpenn er vro, anvet Matariki, diwar anv maoriek steredeg ar Yar hag he foñsined a weler en oabl d'ar poent-se eus ar bloaz du-hont hag a verk ar bloaz nevez evit ar Vaoried.
War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, goustad avat, ha tremen 69 000 pennad zo bremañ. Er 83vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre r marathi hag ar veneteg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù ez eomp war-gil hag emaomp bremañ en 79vet plas [2], etre ar mirandeg hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni[3], evel buhezegezh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 27 evit ar mare).
Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
A bep seurt
A bep seurt
Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)
The article is a derivative under the
Creative Commons Attribution-ShareAlike License.
A link to the original article can be found here and attribution parties
here.
By using this site, you agree to the Terms of Use.
Gpedia Ⓡ is a registered trademark of the Cyberajah Pty Ltd.