24

Bloavezhioù:
21 22 23 - 24 - 25 26 27
Dekvedoù:
0 - 10 - Bloavezhioù 20 - 30 40
Kantvedoù:
I kantved kt JK - I kantved - Eil kantved
Milvedoù:
I milved kt JK - I milved - Eil milved
Diwar-benn bloaz 24 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ
Evit ar bloaz -24, gwelet ar bajenn : -24
Evit an niver 24, gwelet ar bajenn : 24 (niver)

777 AUC  (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 24 goude ganedigezh J.-K.


Skiantoù an den

Darvoudoù

  • Impalaer : Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
  • Koñsuled : Ser(gius) Cornelius Cethegus & L(ucius) Visellius Varro
  • Fin zo d'an emsavadegoù afrikan Numidia ha Mauretania (deroù e 14).
    • Numidia : marv ar roue Jaba II. E vab Ptoleme a zeu war e-lec'h
    • Taget Tacfarinas dre un taol gwidre gant P. Cornelius Dolabella en e gamp e-kichen Auzia (Aljeria) nepell eus Thusbascum. Lazhet eo Tacfarinas en emgann. Goude eizh bloavezh stourm n'eo ket bet gwellaet stad ar gouerien hag ar gantreourien verber
    • Dibenn lignez Masinissa, renerien Kartago.
  • Dieubet diskennidi ar sklaved bet laosket en o frankiz eus ar statud mevelien, gant lezenn Visellia. Gallout a reont dont da vezañ aotrounez.
  • Dont a ra Charmides da vezañ Archon Aten
  • Korea : Sevel a ra ar roue Yuri war tron Silla
  • Sina : Mezheven, emgann Kunyang; goude 2 viz seziz gant 9 000 brezelour emsavet dindan urzhioù Liu Xiu eo trec'het lu Wang Mang daoust d'e 450 000 soudard. Diskaret eo Wang Mang hag adsavet eo an dierniezh Han.

Relijionoù ha mitologiezhioù

Arzoù ha sevenadur

Teknikoù ha skiantoù da dalvezout

Buhez pemdez ha dudi

  • Strabon ( e-tro -63 - e-tro 24), beajour, douaroniour hag istorour gresian bet ganet e Amasya, er Pont (e Turkia hiziv). Pignat a reas gant an Nil e-kerzh un ergerzhadeg kaset war-raok gant Aelius Gallus prefed roman Egipt. Meur a vloavezh e vevas e Roma. En e zouaroniezh e taolenn un deskrivadur dre ar munud eus ar bed evel ma oa anavezet gant ar re Gozh. 17 levrenn zo el levr deuet peuzklok betek ennomp.
  • Namhae, roue Silla

Gwelet ivez

  • Roll ar Pennoù Stad e 24