Albion

Albion (Ἀλβιών e gresianeg) zo un anv kozh roet da Enez Vreizh.

Bremañ e vez graet gantañ c'hoazh, el lennegezh, d'ober anv eus Breizh-Veur. An anv gouezelek evit Bro-Skos, Alba, zo kar d'ar ger Albion.

Anv

  • Pseudo-Aristoteles III (393b) : ALBION
  • Plinus NH IV, 102 : ALBION ipsi nomen fuit cum Britanniae vocarentur omnes
  • Ptol. II (raklavar) ha II, 3 : ALVIONOS
  • Pseudo-Agathemerus IV, 13 : ALVION
  • Marsian I, 8... : ALBION
  • Avienius 112 : INSULA ALBIONUM
  • Stephanus eus Byzantium : ALBION, ALBIONIUS
  • Beda I, I, c. 730 : Britannia Oceani insula, cui quondam Albion

Breutadenn diwar an anv

Albion a zo bet kemeret evit (bro) gwenn, dre geñveriañ gant al latin albus = gwenn., abalamour da tornaodoù gwenn aod Kent hag a vez gwelet eus an douar bras.

Soñjet ez eus ivez er wrizienn *albio, hag e vez kavet e kembraeg ar grennamzer : elfydd = bro.

War an hent se, Dottin LG 95 a gomz eus un doue galian Mars Albiorix = roue ar bed

Levroniezh

  • Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936 ... 1980
  • A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982