Dun

Dun, Din (e Breizh ha Bro-Gembre dreist-holl) ha Don zo ur ger keltiek kozh hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Europa. Talvezout a ra kement ha kreñvlec'h, hag ivez torgenn. Dunum eo e stumm latin, Dūnon ar stumm galianek (gant un "u" hir).

En Enez Vreizh e seblant an dun-où bezañ erruet er VIIvet kantved kent JK, en Oadvezh an Houarn.

  • London, anv saoznek Londrez (Londin-ium e latin)
  • Cambodunum, ur lec'hienn roman kozh e Kornôg Yorkshire
  • Din Guoaroy, Northumberland – anv kozh Bamburgh, kevatal da din-gwarae e kembraeg.
  • Dinckley, ur gêriadenn e Lancashire
  • Dinder, ur gêriadenn e Somerset
  • Dinedor, ur gêriadenn e Herefordshire
  • Dunmallard Hill, ur dorgenn e Cumberland
  • Durham (Dunelm) e kontelezh Durham
  • Glendinning Rigg, e Cumberland
  • Londesborough, Yorkshire (Lugudunum)
  • Rigodunum, Lancashire
  • Segedunum, Northumberland
  • Uxelodunum, Cumberland – e kembraeg ucheldin ("kreñvlec'h uhel").
  • Leiden (Lugdunum Batavorum, Lugdunum ar Vataved)
  • Dinas Mawddwy, hag an anv dinas, stankik er vro.
  • Din Silwy, anavezet ivez evel Bwrdd Arthur .
  • Chambezon e Liger-Uhel
  • Castèlverdun (Castrum Verodunum), Château-Verdun e galleg, en Ariège
  • Ambrun (Eburodunum), Embrun e galleg, en Alpoù-Uhel
  • Verdun, en Ariège,
  • Verdun, en Aveyron, hiriv e Quins,
  • Verdun de Lauragués, Verdun-en-Lauragais e galleg, en Aude,
  • Verdun-sur-Garonne, e Tarn-et-Garonne.
  • Lugidunum, anv kozh Legnica, da lavaret eo kreñvlec'h al Lugii, ur bobl keltiek
  • ul lec'hienn henoniel eus ur c'hamp roman anvet "Noviodunum" a zo e-kichen Isaccea
  • Sion (Sedunum), kumun kozh bremañ e-barzh Vallières-sur-Fier
  • Singidūn (Singidunum e latin), ur gêr savet gant ar Gelted kozh, bremañ e Beograd
  • Drnovo, lec'h ma oa kêr Neviodunum e mare pobl keltiek al Latobici
  • Canal de Berdún, en Aragon,
  • Navardún, en Aragon.
  • Nyon (Ny-on, Noviodunum)
  • Yverdon (Eburodunum)

Pennad kar

Notennoù

  1. Kerneveureg din "Kreñvlec'h" + tagell "strizh" ; cf. (en) Mills, David. A Dictionary of British Place-Names. Oxford : Oxford University Press, 2001 (ISBN 978-0-19-960908-6)