Gims
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Republik Demokratel Kongo |
| Anv ganedigezh | Gandhi Alimasi Djuna |
| Anv-bihan | Gandhi |
| Anv-familh | Djuna |
| Lesanv | Gims, Maître Gims |
| Deiziad ganedigezh | 5 Mae 1986 |
| Lec'h ganedigezh | Kinshasa |
| Tad | Djuna Djanana |
| Breur pe c'hoar | Dadju, Bedjik, Q133427533, Q133430948 |
| Pried | Q131922969 |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, Congolese |
| Micher | kaner, rapper, kaner-sonaozer |
| Tachenn labour | sonerezh, Rap, kanañ, contemporary R&B |
| Deroù ar prantad labour | 2002 |
| Relijion | Islam |
| Benveg sonerezh | mouezh |
| Pladennrolladur | Gims discography |
| Ezel eus | Sexion d'Assaut |
| Label sonerezh | Wati B, TF1 Musique, Play Two |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.gimstour.com/ |
Gims, anvet Maître Gims betek miz Meurzh 2019, e wir anv Gandhi Djuna, zo ur raper, kaner ha sonaozer ganet d'ar 6 a viz mae 1986 e Kinshasa, e Republik Demokratel Kongo. Brudet eo bet war YouTube gant ouzhpenn 200 000 000 a selaouadenn a-wechoù.
Dont a ra eus ur familh sonerien : e dad a oa kaner er strollad "Viva la Musica" eus Papa Weba, e galleg pouezmouezhiet kreñv hag en ur yezh afrikan a-wechoù. Breudeur raperien en deus ivez. Ezel eo eus ar strollad milvrudet Sexion d'Assaut, ha seveniñ a ra "Subliminal", e bladenn gentañ, e-unan e 2013. Berzh bras a ra ar bladenn gant ouzhpenn 1 000 000 a skouerennùu gwerzhet. Kanañ a ra diwar-benn traoù ar vuhez pemdeziek gant sonerezh beat mui tekno efedoù un tammig stumm ar meziant "Sony Production".
Bugaleaj ha yaouankiz
Digouezhet e oa e familh e Bro-C'hall e 1988 pa ne oa nemet daou vloaz. E dud a oa dibaper, hag abalamour d'an dra-se en doa bet ur bugaleaj trubuilhetamsklaer. Degemeret e voe da vevañ en ur familh hag e skwatoù goude. Taolenniñ a ra an herrad-se en e levr "Vise le soleil". Pemzek a vreudeur zo en e familh. Tri breur dezhañ zo raperien ivez: Dadju ezel eus ar strollad The Shin Sekai, Bedjik, Xgangs ha DjelassTri pe bevar ?.
Kemer perzh a ra e vreudeur war e bladenn "Subliminal" (2013). Kreskiñ a ra e 3de ranngêr Pariz, en 9vet ranngêr hag a-benn ar fin en 19vet. Heuliañ a ras studioù graferezh hag kehentiñ. Dibab a ras al lezanv « Maître Gims » e dave d'ar sinema azian ha bed an arzoù brezel.