Hapi a zo unan eus « pevar bugel Horus » a ra war-dro flugez ar re varv miret el listri kanopat. Diskouezet e vez Hapi gant penn ur babouz. Doue an norzh eo. Setu eo e vez lakaet da genlabourat gant un doueez liammet ouzh an norzh ivez evit gwareziñ skevent an hini marv : an doueez Neftis. Ar skevent a vez lakaet en ul lestr kanopat e norzh ar valzamegenn. Amset, Douamoutef, ha Kebec'hsenouf eo anv e vreudeur.