Indri
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Primates | ||
| Kerentiad : | Indriidae | ||
| Genad : | Indri | ||
| Anv skiantel | |||
| Indri indri Gmelin, 1788 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An indri (Indri indri) zo ul lemureg. Bevañ a ra e Madagaskar.
Doareoù pennañ
Al lemureg brasañ eo an indri : 60 cm eo e gorf ha hir eo e izili. Du eo, gant tarchoù gwenn hag ul lost berr.
Lammoù bras a c'hell ober. En em vagañ a ra diwar delioù, frouezh, greun ha bleunioù.
A-goubladoù e vev, asambles gant e re vihan. Difennet e vez e diriad gant ar par.