Islam_chiit

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout
ISLAM
Kredennoù ha kustumoù
Unded Doue • Disklêriadenn a feiz • Pedenn • Yun • Karitez • Pirc'hirinded
Pennoù bras
Mohammed • Abu Bakr • Ali • Tiegezh Mohammed • Kompagnuned Mohammed • Profeded Islam
Skridoù ha lezennoù
Koran • Sunnah • Hadith • Barnadurezh • Doueoniezh • Buhezioù Mohammed • Charia
Skourroù
SunnitChiit • C'harijit • Soufiegezh
Kevredigezh
Studioù islamek • Istor • Prederouriezh • Skiant • Arz • Savouriezh • Kêrioù • Deiziadur • Gouelioù • Maouezed • Maouezed er C'horan • Pennoù relijiel • Politikerezh • Islamouriezh • Frankizouriezh • Salafiezh

An islam chiit pe chiitiezh (arabeg: شيعة; perseg: شیعه) a zo un doare berr evit Shī'at 'Ali ("kostezenn 'Ali"). Ar vuzulmaned chiit a gred e kelennadurezh familh ar profet Mohammed, a reont Ahl al-Bayt anezhi. Diskibien int eta da diegezh Muhammad hag Ali ibn Abi Talib (an Imam Ali). Soñjal a ra d'ar chiited n’o deus bet an tri c'halif sunnit kentañ pouez ebet evit bezañ kaset war-raok ar feiz vuzulman.

Evel an islam sunnit eo bet rannet an islam chiit e meur a duad, met tri skourr kalz dreist d'ar reoù all a zo bremañ. Ar re anavezetañ hag ar re niverusañ eo an daouzekveded (Ithnāˤashariyya) (war-dro 80%), ar reoù all eo an ismaelianed hag ar zaiddiyahed. Diouzh o zu, an alawited hag an druzed a lavar ez int chiited, met n'emañ ket a-du an darn vras eus ar chiited gant an dra-mañ.

Ar chiited er bed

War-dro 15% eus ar vuzulmaned a zo chiited.

Broioù m'eo ar chiited ar muiañniver

Broioù m'eo ar chiited an niverusañ eus ar vuzulmaned

  • Liban (35% a chiited ha 8% a zruzed; ar muiañ eus ar vuzulmaned ez int)

Broioù m'int ar bihanniver

Broioù all ma'z eus kalz a chiited

  • India etre 16 ha 24 milion (etre 10 ha 15% eus ar vuzulmaned eno)
  • Indonezia etre 5 ha 6 milion
  • Nigeria nebeutoc'h eget 4 milion
  • Tanzania nebeutoc'h eget 2 vilion