Kayseri
| Kêrioù Turkia | |
|---|---|
| Kayseri | |
| Proviñs | Kayseri |
| Rannvro | Kreiz Anatolia |
| Kod post | |
| Maer | Mehmet Özhaseki (1994, 1999, 2004, 2009) (AKP) |
| Vali (prefed) | Mevlüt Bilici (2007) |
| Perzhioù douaroniel | |
| Gorread | ha = km² |
| Hed | 38°56' Norzh |
| Led | 34°24' Reter |
| Uhelder | keitat : |
| Poblañs | () |
| Stankter | |
| Lec'hienn internet ar gêr | Ti-kêr Kayseri |
Kayseri zo unan eus kêrioù brasañ Turkia, kêrbenn proviñs Kayseri.
Douaroniezh
Emañ e-harz menez Erciyes (Argaeus ar C'hresianed ; Erciyes Dağı e turkeg).
Ouzhpenn 900.000 annezad zo enni.
Istor
Da gentañ e oa anavezet gant an anv Mazaca pe Mazaka, a c'hallje bezañ un anv armeniek. Goude e voe kêr-benn proviñs roman Kilikia, hag anavezet e oa neuze evel Εὐσέβεια ἡ πρὸς τῷ Ἀργαίῳ ("Eusebia Argaeus") e henc'hresianeg. Adanvet e voe Caesarea in Cappadocia (evit he disheñvelout diouzh ar c'hêrioù all anvet Caesarea en Impalaeriezh roman) en enor d'an impalaer Caesar Augustus pa varvas er bloaz 14. Mont a reas an anv-se da Καισάρεια (Kaisariyah) e gresianeg, ha da g-Kayseri da c'houde e turkeg.
Kêrioù gevellet
Gevellet eo gant Saarbrücken (Alamagn) ha Humus (Siria).
Tud brudet
- Sant Bazil Meur, bet ganet e 329 ; aet da Anaon e 379. Lidet e vez d'an 2 a viz Genver ha d'ar 14 a viz Mezheven.