Klas

Unan eus sterioù stankañ ar ger klas a denn d'an deskadurezh. Talvezout a ra amañ evit ar strolladoù diskibled a vez renket dre o oad pe o liveoù anaoudegezhioù. Renket e vez amañ tud yaouank e klasoù evel ma vez an holl dud e klasoù sokial hag meur dra e klasoù ispisial (sell ouzh pajenn an heñvelstummoù).

Orin ar ger er ster hollek

E Roma e veze renket e classis-où ar geodederien hervez an tailhoù a veze paeet ganto. Alese ar sterioù sokial e galleg hag e brezhoneg.

Orin ar ger en deskadurezh

Er skolajoù gall ar [[XVIvet kantved]] eo bet implijet klas evit ar rannoù a veze graet e-touezh ar skolajidi. Er mare-se e veze graet hervez al liveoù anaoudegezhioù pa ne c'helle ket an holl diskibled kregiñ abred gant studi al latin, hemañ diazez an deskadurezh.

Klas en deus meur a ster dindan levezon ar galleg classe (eus ar ger latin : classis) :

  • Klas (deskadurezh) evit rannoù ma vez bodet an diskibled e ensavadurioù an deskadurezh (skolioù, skolajoù, liseoù, skolioù-meur)
  • Klas sokial evit ar rummoù-tud ma vezont krouet dre renkañ anezho hervez o statud sokial hag o finvidigezhioù
  • Klas (kargad) evit rummoù ar gargidi (skouer : soudard kentañ klas)
  • Klas (rummata) evit pep a draezenn pe pep a veizad e vez kustum o renkañ dre glasoù
    • Levraouegouriezh ha teulierezh : klasoù ar renkadurioù
    • Skiantoù
      • Skiantoù ar vuhez
      • Skiantoù rik