Larruen

Larruen
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Lanrivain
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton S.-Nikolaz-ar-Pelem (betek 2015)
Rostrenenn (abaoe 2015)
Kod kumun 22115
Kod post 22480
Maer
Amzer gefridi
Philippe Le Joncour
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kreiz-Breizh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn Web https://www.lanrivain.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 465 ann. (2022)[1]
Stankter 13 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 20′ 51″ Norzh
3° 12′ 46″ Kornôg
/ 48.3475, -3.21277777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 260 m
bihanañ 160 m — brasañ 281 m
Gorread 36,74 km²
Lec'hiañ ar gêr
Larruen

Larruen[2], pe Laruen[3] a zo ur gumun eus Breizh, e Kernev hag e kanton Rostrenenn en Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh

Istor

  • Mervel a reas 116 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 6,39 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4]; mervel a reas tri anezhe e Belgia d’an 22 a viz Eost 1914, e penn- kentañ ar brezel: e Maissin, daou soudard eus an 19vet Rujumant Troadegiezh[5],[6] hag, e Rossignol, ur c’hanolier eus an 2vet Rujumant Kanolierezh Trevadennel[7].
  • 1944: kemeret e voe 4 430 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 22 a viz Ebrel, ha war-dro 2 400 Lur d'ar 5 a viz Even, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[8].
  • Mervel a reas trizek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

  • Mervel a reas daou soudard.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Sant Gregor.
  • Chapel Itron-Varia ar Geoded.
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz katolik er vourc'h, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[9].
  • Monumant ar re varv (1914-1918) er Geoded, luc’hskeudenn[10].
  • Gwerenn livet Brezel Gall-Prusian eus 1870, luc’hskeudenn[11].
  • Taolenn-enor (1914-1918), luc’hskeudenn[12].

Sevenadur

Brezhoneg

  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 34 skoliad (100,0 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[13].
  • Votet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr Larruen d'an 20 a viz Kerzu 2018.

Poblañs

Emdroadur ar boblañs

Emdroadur poblañs Larruen etre 1793 ha 2020

Tud

Tud ganet eno

Melestradurezh

Darempredoù etrebroadel

Gevelliñ

Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Baile Mhic Ire 2005

Krennlavaroù

Tennet eus Kroaz ar Vretoned:

  • Da foar Larruen gozh Ec'h a advern d'ar foz.
  • Foar Larruen gozh A gas advern d'an noz.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Geriadur Hemon-Huon, 2005.
  3. (br)Geriadur Hemon, 1993.
  4. 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 205 ha 280, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Memorial Genweb
  12. (fr)Memorial Genweb
  13. (br)Kelenn