Luksembourgeg
| Luksembourgeg (Lëtzebuergesch) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Luksembourg, Alamagn, Frañs, Belgia |
| Rannved : | Europa |
| Komzet gant : | 300 000 |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek Yezhoù germanek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Luksembourg |
| Akademiezh : | - |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | lb |
| ISO 639-2 | ltz |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | LTZ |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh c'hermanek eus skourr yezhoù germanek ar c'hornôg eo al luksembourgeg (luksembourgeg: Lëtzebuergesch) komzet gant tro-dro da 300 000 den e Luksembourg dreist-holl ma oa bet lakaet da genyezh ofisiel gant ar galleg hag an alamaneg e 1984.
Komzet e vez ivez e takadoù zo eus Belgia, Frañs hag Alamagn, hag ivez gant un nebeud ezvroidi eus Luksembourg o chom er Stadoù Unanet hag e Treuzsilvania e Roumania.
Daoust ha ma vez renket en hevelep skourr hag an alamaneg ez eo bet levezonet-don gant ar galleg, dreist-holl ar c'heriaoueg.
Implijet e vez an alamaneg evel yezh skrid hag evit kelenn er skolioù, met implijet e vez al luksembourgeg evel yezh dre gomz gant an darn vrasañ eus an dud. Diouzh an tu all, avat, ez eo ar galleg ar yezh a vez implijet er velestradurezh.
Lennegezh
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
- Geriadur luksembourgeg-saozneg
- Reizhskrivadur al luksembourgeg (Lulling/Schanen) (pdf)
- Reizhskrivadur al luksembourgeg
- Eis Sprooch
- Luxdico.com
- Jérôme Lulling TV
- Institu grand-ducal
- Linguistica luxemburgensia
- Diskêriadur hollvedel gwirioù mab-den e luksembourgeg
- Lëtzebuerger Online Dictionary (e pemp yezh, luksembourgeg, alamaneg, galleg, saozneg ha portugaleg)