Manul
| |||
|---|---|---|---|
O. manul
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Felidae | ||
| Genad : | Otocolobus | ||
| Anv skiantel | |||
| Otocolobus manul Pallas, 1776 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar manul (Otocolobus manul pe Felis manul), pe kazh Pallas, zo ur c'hazh gouez bihan (60 cm gant ul lost 10 cm) eus Kreiz-Azia. Melendu eo gant roudennoù du na vezont ket gwelus atav en abeg da devder e vlevenn.
Disheñvel eo diouzh ar c'hizhier arall, ar pezh en deus lakaet ar vevoniourien d'e renkañ en un iskerentiad : ar felinae. E bavioù zo berr hag e gorf tagos. Tev eo e vlevenn ha kemm a ra hervez koulz ar bloaz. Da c'hrisoc'h ez a e-pad ar goañv. Abalamour d'e zremm plat a-walc'h e kreder gwechall e oa hendad ar c'hazh persiat.
E stepennoù Azia e vev betek 4000 m. Un aneval-noz eo ha hemolc'h a ra krignerien, pikaed hag evned. Evit e greoñ e veze hemolc'het met gwarezet eo hiziv en darn vrasañ eus e diriad.
Rummatadur
Renket eo ar manul en un iskerentiad ispisial, ar felinae. Bez ez eus tri isspesad :
- Otocolobus manul manul, Mongolia, Sina ar c'hornôg
- Otocolobus manul ferruginea, Iran, Kazakhstan, Kirgizstan, Turkmenistan, Ouzbekistan, Tadjikistan, Afganistan, Pakistan
- Otocolobus manul nigripecta, Kachmir, Nepal, Tibet