Oder
Oder
| |
|---|---|
| Statud | stêr |
| Hirder | 866 km |
| Uhelder an eienenn | 634 m |
| Kas keitat | 574 m³/s |
| Gorread an diazad | 118 861 km² |
| Bro(ioù) douret | Republik Tchek, Polonia, Alamagn |
| Diazad stêrioù |
? |
| En em daol e | Mor Baltel |
| Ledander er genoù | ? |
| Andon | Moravia |
| Adstêrioù | Warta |
stêr • hidrologiezh
| |
An Oder zo ur stêr e Kreiz Europa (anvet Odra e tchekeg, poloneg ha sorabeg). Redek a ra dre ar Republik Tchek, Polonia hag Alamagn hag en em deurel er Mor Baltel.
Eienennañ a ra an Oder e-kichen kêr Olomouc e rannvro Moravia er Republik Tchek. Redek a ra goude-se dre Silezia. E Polonia emañ an darn vrasañ eus he adstêrioù, war-bouez unan bennak evel an Neisse (Lausitzer Neiße). A-hed 187 km e verk an Oder ar vevenn etre Alamagn ha Polonia. Goude treuziñ kêr Szczecin e stumm ul lenn-vor anvet Lenn-vor Szczecin pe Oderhaf, hag en em daol er mor.
E-touez ar c’hêrioù bras treuzet gant an Oder emañ :
- Ostrava (Republik Tchek) ;
- Opole (Polonia) ;
- Wrocław (Polonia) ;
- Frankfurt an der Oder (Alamagn) ;
- Szczecin (Polonia).

