Pastafariegezh
| Iskevrennad eus | relijion undoueek |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 2005 |
| Anv e yezh-vamm an den | Flying Spaghetti Monster |
| Diazezer | Bobby Henderson |
| Foundational text | The Gospel of the Flying Spaghetti Monster |
| Krouet gant | Bobby Henderson |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.spaghettimonster.org/ |
| Hashtag | Pastafarianism |
| Dezverket dre | undoueegezh |
| A-enep | intelligent design |

Ar Bastafariegezh (Pastafarianism e saozneg) pe Iliz Euzhvil Ar Spaghetti-nij (The Church of the Flying Spaghetti Monster e saozneg) zo ul luadenn a relijion bet savet gant Bobby Henderson e 2005 a-benn enebiñ ouzh disentez Kuzul deskadurezh Kansas, harpet gant ar prezidant George W. Bush, da aotren e vefe kelennet ar Mennad Meizet (Intelligent design) e lec’h pe koulz ha damkaniezh an emdroadur Charles Darwin er skoliou publik.
Deuet eo ar relijion
-mañ da vezañ ur gwir luskad wan an Internet. Henderson zo aet da lavaret e oa en tu all da 10 milion a dud a oa bet tizhet gant "E Lostennig Nouilhezek" (unan eus lesanvioù ar boud doueel ha dreistnatur a reer Euzhvil ar Spaghetti-Nij anezhañ a-hend-all).
Euzhvil ar Spaghetti-Nij pe FSM (diwar ar saozneg "Flying Spaghetti Monster") eo anv ar boud dreistnatur enoret gant heulierien ar Bastafariegezh
