Risle
Risle
| |
|---|---|
| Statud | |
| Hirder | 144,7 km |
| Uhelder an eienenn | 275 m |
| Kas keitat | ? m³/s |
| Gorread an diazad | 2300 km² |
| Bro(ioù) douret | Seine-Maritime |
| Diazad stêrioù |
? |
| En em daol e | Kember gant ar Saena etre Berville-sur-Mer ha Saint-Samson-de-la-Roque |
| Ledander er genoù | |
| Andon | "Le Bois des Boulais" etre Ferrières-la-Verrerie ha Planches |
| Adstêrioù | |
stêr • hidrologiezh
| |
Ar Risle zo ur stêr e Normandi, adstêr d'ar Saena war he lez kleiz. 144 km eo he hed.
Eieniñ a ra en departamant Orne, er gornaoueg da L'Aigle, ha treuziñ a ra an departamant Eure eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz betek en em deurel e genoù ar Saena, war he lez kleiz, e-kichen Berville-sur-Mer ha Saint-Samson-de-la-Roque. Pays d'Ouche a reer eus he zraoñienn uhelañ. En he lodenn izelañ e tisparti broioù Lieuvin ha Roumois.
D'an 30 a viz Gouere 2012 e oa aet ar Risle diwar-wel, en ur ponor, etre La Ferrière-sur-Risle ha La Houssaye. Redek a ra dindan an douar war-hed 8 kilometr a-raok dont war-wel en-dro[1].
Ar Charentonne eo he adstêr bennañ.
Redek a ra ar Risle dre ar c'humunioù-mañ :
- Orne : Sainte-Gauburge-Sainte-Colombe, L'Aigle
- Eure : Rugles, Beaumont-le-Roger, Brionne, Montfort-sur-Risle, Pont-Audemer
Liammoù diavaez
Notennoù
- ↑ "Eure : la Risle disparaît en partie" (30 Gouere 2012).
