SANAA

Evit kêr-benn Yemen, gwelet Sana'a.

Skol dizagn Zollverein, Essen, Alamagn
Kendioù Motosu Kitagata e Gifu

SANAA (Sejima And Nishizawa And Associates) a zo un ajañs arkitektouriezh bet savet gant daou arkitektour japanat : Kazuyo Sejima ha Ryue Nishizawa e 1995. Ganto eo bet savet skol-uhel an arzoù modern e València, mirdi arzoù a-vremañ Kanazawa e Japan pe c'hoazh savadur Dior e Tokyo.

Ouzhpenn kenlabourat e SANAA e kendalc'h an daou arkitektour da labourat pep hini eus e du.

E 2010 e voe roet ar Priz Pritzker da Kazuyo Sejima ha Ryue Nishizawa.

Raktresoù pennañ

Arkitektouriezh

  • 1998 : kendioù e Motosu (Gifu)
  • 1999-2004 : Mirdi arzoù a-vremañ ar XXIvet kantved e Kanazawa
  • 2000 - 2007 : New Museum of Contemporary Art e New York
  • 2001-2003 : Stalioù Dior e Tokyo, Ginza hag e Omotesando
  • 2003-2005 : Skol dizagn Zollverein, (Essen, Alamagn)
  • 2006-2009 : Rolex Learning Center en EPFL, (Lausanne, Suis)

Dizagn

  • 2000 : pouf Marumaru evit Driade (Italia)[1]
  • 2001 : Flower Chair
  • 2005 : Chaise lapin evit Nextmaruni

Notennoù

Liammoù diavaez