Sark

Lec'hiañ Sark e-touez an Inizi eus Mor Breizh.
Banniel Sark.
Gwel diwar nij, emañ an norzh war an tu kleiz.
An enezenn Sarek.

Sark (saozneg: Sark; galleg: Sercq; sarkeg: Sèr) a zo un enezenn e Mor Breizh. Emañ e-touez an Inizi Angl-ha-Normand.
550 den a oa o chom en enez vihan-mañ e 2002, 5.5 km² dezhi.
Difennet eo ouzh ar c’hirri. Traktourien ha marc’hoù-houarn a vez implijet gant an dud.
Parlamant an enezenn zo ennañ 52 ezel.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Tremen d'an demokratelezh

Kregiñ a reas Sark da zisavelañ e reizhiad gladdalc'hel d'ar 4 a viz Gouere 2007 evit mont diouzh Kendivizad Europa war Gwirioù Mab-den. Ret eo lâret eo deuet ar vreudeur Sir David ha Sir Frederick Barclay, pec'henned pinvidik-mor an Daily Telegraph, da vezañ perc'henned nevez an enezennig Brecqhou (prenet 2,3 million a lurioù e 1993)[1] hag ar reizhiad gladdalc'hel ne glotfe ket a-feson gant o aferioù.

Al lod brasañ eus ar vodadenn a c'hall bezañ dilennet e 2009[2] Izili breujoù an enez a savas a-du evit ur gambr gant 30 ezel, en o zouez 28 dilennet. Asantet e voe d'ar c'hempenadur lezenniñ d'an 9 a viz Ebrel 2008 gant ar C'huzul Prevez[3] An dilennadegoù kentañ zo bet e miz Kerzu 2008 hag ar gambr nevez en em vodas e miz Genver 2009[4],[5],[6].

Lennegezh

D'ar 6 a viz Mezheven 1919 e voe embannet al lodenn gentañ eus ar romant polis L'Île aux trente cercueils gant Maurice Leblanc er gazetenn c'hallek Le Journal. Ennañ e c'haller gwelout un dresadenn eus an enezenn faltaziek « Sarek » hag a denn kalz da hini Sark, ur wech eilpennet.

Notennoù ha daveennoù

  1. After 450 years, feudal outpost votes for democracy, pellskrid Associated Press reprise dans USA Today, [1].
  2. Democratic Revolution, The Economist, 14 Gouere20 Gouere, 2007
  3. Sark democracy plans are approved, BBC News Online, 9 Ebrel 2008
  4. A Revolution Not Televised, Time.com, 17 Genver, 2008
  5. After 443 years, Sark gets democracy, The Bugle, Episode 13, January 2008.
  6. Sark agrees switch to democracy, BBC News Online, 22 C'hwevrer 2008