Impalaeriezh rusian
| Deiziad krouiñ | 22 Her 1721 |
|---|---|
| Anv e yezh-vamm an den | Российская Империя |
| Anv ofisiel | Российская империя |
| Anv er yezh a orin | Российская империя |
| Perzhiad e | Treaty of Gulistan, Treaty of Saint Petersburg, First Serbian–Ottoman War, Third Silesian War |
| Diazezer | Pêr Iañ |
| Yezh ofisiel | rusianeg, poloneg, finneg, svedeg |
| Kan broadel | God Save the Tsar! |
| Kevandir | Eurazia, Norzhamerika |
| Stad | Impalaeriezh Rusia |
| Kêr-benn | Sant-Petersbourg |
| Daveennoù douaroniel | 58°39′0″N 70°7′0″E |
| Renad politikel | dual monarchy, monarkiezh hollveliek, Monarkiezh vonreizhel |
| Office held by head of state | Emperor of all the Russias |
| Penn ar Stad | Nikolaz II Rusia |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | list of heads of government of Russia |
| Penn an aotrouniezh | Nikolay Rumyantsev, Ivan Shcheglovitov |
| Diplomatic relation | Stadoù-Unanet, Impalaeriezh Japan |
| Ezel eus | Emglev Santel |
| Moneiz | gold rouble, Roubl |
| Raklec'hiet gant | Tsardom of Russia, Kingdom of Imereti |
| Heuliet gant | Russian Republic |
| Bet erlec'hiet gant | Russian Republic |
| Erlec'hiañ a ra | Talysh Khanate, Principality of Abkhazia, Shahrisabz beylik, Tsardom of Russia |
| Yezh implijet | rusianeg, poloneg, finneg, svedeg |
| Deiziad divodañ | 1 Gwe 1917 |
| Cause of destruction | Dispac'h miz C'hwevrer, Dispac'h miz Here |
| Banniel (deskrivadur) | Banniel Rusia |
| Ardamezioù | coat of arms of Russian Empire |
| Istor | history of the Russian Empire |
| Relijion ofisiel | Russian Orthodox Church, Eastern Orthodoxy, Iliz Ortodoks |
| Ekonomiezh an danvez | economy of the Russian Empire |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of the Russian Empire |

An Impalaeriezh rusian pe an Impalaeriezh rus (rusianeg : Российская империя, Rosiyskaya Imperiya "Impalaeriezh rusian") eo an anv a oa gant Rusia adalek 1721 ha ren Pêr Veur betek Reveulzi Rusia e 1917. Sankt-Peterbourg e oa ar gêr-benn.
Bez' e voe unan eus brasañ impalaeriezhioù en istor mab-den, ledet war tri c'hevandir : ne oa bet nemet Impalaeriezh Breizh-Veur hag an Impalaeriezh Vongol a oa bet brasoc'h.
Kresk galloud Impalaeriezh Rusia a oa bet liammet gant koll nerzh an nerzhioù amezek dezhi : Impalaeriezh Sveden, Kenunaniezh Pologn ha Lituania, tierniezh Kadjar Persia hag an Impalaeriezh Otoman. Pouezus-bras e voe perzh Impalaeriezh Rusia er bloavezhioù 1812–14 pa voe trec'h war Napoleon, ar pezh a lakaas fin d'e hunvre da vezañ mestr war Europa a-bezh.
An tiegezh Romanov a voe penn an Impalaeriezh adalek 1721 betek 1762, pa grogas ren ar skourr a orin german, an tiegezh Holstein-Gottorp-Romanov.
Nerzhioù lu
- Pennad spisoc'h: Istor milourel an Impalaeriezh rusian
Nerzhioù lu an Impalaeriezh rusian a oa Lu Impalaeriezh Rusia (douarlu) ha Morlu Impalaeriezh Rusia. Gant ma oa deuet splan war-wel e oa diamzeriet dafariñ ha gourdoniñ an nerzhioù impalaeriel e-pad Brezel Krimea (1853–56) ha memes ma oa bet degaset ur c'hoant da neveziñ anezho, ez eas gwasoc'h-gwas an traoù. Luioù Bro-C'hall, Bro-Saoz hag Alamagn a oa o kreñvaat padal re an Impalaeriezh a oa o gwanaat.
