Volos
Volos (Βόλος e gresianeg), gwechall Iolkos (en Hellaz kozh), a zo ur gêr hag ur porzh-mor e Gres, e Tessalia, war aod ar [[Pleg-mor pagasetik] (Παγασητικός κόλπος, Pagasitikós kólpos, e gresianeg), e-harz ar menez Pelion. Pennlec'h Magnesia, unan eus pevar departamant rannvro Tessalia eo.
Mojenn
Iolkos e oa an anv kozh. Ac'haleno eo ez eas Jason hag e Argonaoted da gerc'hat ar maoutken aour.
Istor
Eno e voe c'hoariet darn eus an abadennoù mell-droad e-kerzh C'hoarioù Olimpek 2004.
Kêrioù dimezet ganti
Ar Mañs (Bro-C'hall)
Rostov-an-Don (Rusia)
Pleven (Bulgaria)
Smederevo (Serbia)
Tud brudet ganet enni
- Giorgio de Chirico, al livour gresian hag italian;
- Vangelis, ar sonaozour.