Xanten
Xanten
| Anv berr | X |
|---|---|
| Stad | Alamagn |
| E tiriad | Wesel |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
| Daveennoù douaroniel | 51°39′44″N 6°27′14″E |
| Penn an aotrouniezh | Thomas Görtz |
| Ezel eus | Mayors for Peace, Städte- und Gemeindebund Nordrhein-Westfalen |
| Gevellet gant | Beit Sahour, Geel, Saintes, Salisbury |
| Kod-post | 46509 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.xanten.de/ |
| Kod pellgomz an takad | 02801, 02802, 02804 |
| Kod plakenn varilh | WES, DIN, MO |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Xanten |

Xanten (distaget [ˈksantən] en alamaneg) zo ur gêr gozh eus stad Nordrhein-Westfalen, en Alamagn. Emañ war lez dehou ar stêr Roen. E 2007 e oa annezet gant 21 595 a dud.
Brudet eo abalamour d'hec'h iliz-veur, d'he mirdi henoniezh ha da virdioù all c'hoazh. Gweladennet e vez gant ur milion a douristed bep bloaz.
Istor
Colonia Ulpia Traiana e oa anv Xanten, da vare ar Romaned, hag e-leizh a roudoù eus ar mare-se a gaver e kêr. Savet e voe an iliz-veur, gouestlet da sant Viktor, etre 982 ha 1263. E 1614 e voe sinet Feur-emglev Xanten a lakae fin da vrezel-hêrezh Jülich hag a lakae par-ha-par ar gatoligiezh hag ar brotestantiezh e korn-bro Xanten.
Kêrioù gevellet
Gevellet eo Xanten gant :
Liammoù diavaez
- Lec'hienn kêr Xanten (en alamaneg)
- Lec'hienn Ofis an touristerezh (alamaneg, saozneg, galleg, nederlandeg, italianeg)
