Yev
Ur yev zo ur plankenn staget ouzh penn pe chouk ul loen, un ejen peurvuiañ, ur vulez a-wechoù, evit ma vefe staget ur c'harr pe un arar outañ.
A-wechoù e vez lakaet ur yev vras da stagañ pennoù daou ejen an eil ouzh egile.
|
Ur yev |
Ejened unanet gant ur yev. Skeudenn graet en Carahue, Chile |
Yev vihan

Bugel oc'h arat gant un ejen yevet,
en Don Det, Si Pan Don, Laos
en Don Det, Si Pan Don, Laos
Yev an dud


E meur a vro e vez implijet ar yev gant tud da zougenn kelorniadoù dour pe laezh.
Ar yev e-giz skeudenn
- E latin, ar ger jugum, "yev", eo orin ar geriennoù diwar-benn an dimeziñ : conjux "gwreg", conjugium "eured", conjugalis "priedel", ma talvez con kement ha "ken-". Gwelet eo an dimeziñ evel ur yev, pe un ere.
Heñvel eo er yezhoù deveret eus al latin.
Arouez
|
|
Yev da lakaat da vulezed |



