Yvon

Yvon zo un anv-badez gallek, stankik e Breizh, ha deuet da vout anv-tiegezh.

Orin

Savet diwar Ivon, furm gallekaet al latin Ivo/Ivonis, bet istimet "brezhonekoc'h" eget Yves a-hed an XXvet kantved.

Brud

Roet e veze an anv en XIXvet hag en XXvet kantved; war zisteraat ez a e vrud abaoe 1948, pa oa bet ouzhpenn 1300 bugel anvet Yvon[1].

Adstummoù

  • Alain-Yvon, Jean-Yvon, Paul-Yvon, Pierre-Yvon, anvioù kevrennek
  • Yvonnet, Yvonnick
  • Yvonne, evit ar merc'hed.

Yezhoù all

Tud

Anv-badez

  • Ivonet Omnes, kloareg eus ar XIVvet kantved.
  • Yvon Abiven, politikour
  • Yvon Bertin, marc'hhouarner breizhat
  • Yvon Bourges, politikour gall, prezidant Rannvro Breizh
  • Yvon Crocq, anv gallek Ivon Krog, skrivagner brezhonek
  • "Le Père Yvon", tad kabusin anavezet e-giz aluzener hardizh pesketaerien an Douar-Nevez (bet savet gantañ levrioù ha filmoù diwar-benn ar vuhez eno).
  • Yvon Madiot, marc'hhouarner gall

Anv-tiegezh

  • Claude Yvon (1714-1791), doueoniour hag enkiklopedour gall.
  • Adolphe Yvon (1817 - 1893), livour gall

Lennegezh

Pennad kar

Notennoù