Saola
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Artiodactyla | ||
| Isurzhad : | Ruminantia | ||
| Kerentiad : | Bovidae | ||
| Iskerentiad : | Bovinae | ||
| Genad : | Pseudoryx | ||
| Anv skiantel | |||
| Pseudoryx nghetinhensis Dung, Giao, Chinh, Touc, Arctander & MacKinnon, 1993 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar saola (Pseudoryx nghetinhensis) a zo ur bronneg daskirier hag a vev e rannvroioù meneziek e Laos ha Vietnam. N'ouzer ket kalz a dra diwar e benn evit poent rak n'eus ket kalz anezho en natur ha ne vev ket pelloc'h eget 5 miz er mirvaoù. Ar spesad nemetañ eo er genad Pseudoryx.
Doareoù pennañ
Etre 80 ha 100 kg eo e bouez ha 1,50 m hirder e gorf. Gell eo e vlevenn, gant ur roudenn zu war e gein ha takadoù gwenn war e fas. Kerniel zo gant ar par koulz ha gant ar barez.
Gouennañ
War a seblant e vefe koulz ar parañ etre miz Eost ha miz Du. Ur menn a vefe ganet bewech.